Albert Le Grand
French hagiographer and historian

Albert Le Grand

The basics
Quick facts
Intro
French hagiographer and historian
Gender:
Male
Places:
Birth:
1 January 1599(Morlaix, canton of Morlaix, arrondissement of Morlaix, Finistère)
Death:
1 January 1641(Rennes, canton of Rennes-Centre, arrondissement of Rennes, Ille-et-Vilaine)
Biography menu
Menu

Jump to

Introduction E vuhez Oberennoù Liammoù diavaez
The details
Biography

Introduction

Jean Le Grand, anavezet evel Albert Le Grand, ganet e Montroulez en 1599 ha marvet en 1641 e Roazhon zo un domonikan breizhat hag a skrivas buhezioù sent.

E vuhez

Pajenn gant titl embannadur kentañ La Vie des saincts de la Bretaigne armorique, 1637

E ouestloù a reas er gouent e Roazhon, ha goude ez eas d'e gêr c'henidik en 1622 pe 1623. Dibab a reas evel anv hini Alberzh Veur, a oa nevez anvet da wenvidig en 1622.

Oberennoù

Berzh a reas e skridoù diwar-benn sent Breizh, goude ma ne seblantont ket bezañ gwall skiantel hiziv. Evit sevel e oberenn c'hallek Vie des saincts de la Bretaigne armorique, embannet en 1637 e Naoned e ti Pierre Doriou, e tennas e vad eus dornskridoù kozh aet da goll abaoe. 78 buhez-sant zo el levr, teir danevell, ha nav roll-eskibien evit pep hini eus nav eskopti kozh Breizh (eskopti Leon, eskopti Kemper, eskopti Treger, eskopti Sant-Brieg, eskopti Gwened, eskopti Sant-Malo, eskopti Naoned, eskopti Dol hag eskopti Roazhon).


Liammoù diavaez